Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

yaelnaim

17/06/2008 GMT 1

Yael naim

maurine-myrzinn @ 14:45

Yael Naim

Yael a zo ur ganourez hebreadez brudet er bed a bezh hag a gan e 3 yezh: Saozneg, galleg hag hebraeg .

Ganet eo Yael Naim e Pariz d’ar 6 a viz C’hwrevrer 1978. Da 4 bloaz eo bet o vevañ en Israel. E-pad he yaouankiz en Israel he deus savet ur strollad sonerezh anvet : The Anti Collision hag o deus sonet e-barzh tavarnioù.
Er bloavezh 2000 e tistro e Frañs hag eo bet merzhet gant un den eus an embregerezh EMI hag e 2001 he deus embannet ur bladenn, a zo tremenet e-bioù d’an dud. Labouret he deus en ur c’hoarigan gant Elie Chouraqui e-barzh les dix commandements. E 2004 e kej gant David Donatien hag e krog gantañ da labourat war un album nevez. Deus ar gejadenn-mañ e teuas er--maez ar bladenn anvet Yael Naim hag enni ar ganaouenn vrudetañ anvet New soul. Embannet eo bet he fladenn e 18 bro disheñvel.
Implijet eo bet ar ganaouenn-mañ gant an embregerezh “Apple.Inc” evit he bruderezh war an urzhiataer nevez daet er maez. Er memes koulz he deus gounezet priz ar gwellañ bladenn e rummad sonerezh ar bed.

Dont a ra da vezañ brudetoc’h-brudetañ er bed hag he c’hanaouennoù a vez tu klevet e pep lec’h.

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust